War waez ar stourn e kerlouan
Zo un dervenn a us d'al lann
War un dervenn pa bar al loar
Bemniz en em zastum evned mor
Evned mor du o flunv ha gwenn
Gant ul lommig goad war ho fenn
Ganto ur vranez gozh du louet
Ganti ur vran yaouank ha gevret
A skuizh o daou a gleb o eskell
O tonet eus tramor d'eus pell
Hag an evned a gan ur c'han
Ken kaer ma tav ar mor ledan
Hag an evned a gan ur c'han
Ken kaer ma tav ar mor ledan
Ar mor ledan
A strong comment here is specific: the phrase you keep hearing, the mood you come back for, or the reason this song stays in rotation.
Sign in to post the first listener note. Reporting stays open to everyone.