Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir Vro!
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-do.
Dispont kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat,
A skuilhaz eviti o gwad.
Refrão:
O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro.
Tra ma vo mor 'vel mur en he zro.
Ra vezo digabestr ma Bro!
Ar Vretoned zo tud kalet ha kreñv;
N'eus pobl ken kaloneg a-zindan an neñv,
Gwerz trist, son dudius a ziwan eno,
O! pegen kàer ez out, ma Bro!
Refrão
Breizh, douar ar sent kozh, douar ar varzhed,
N'eus Bro all a garan kement 'barzh ar bed.
Peb menez, ped traoñienn, d'am c'halon zo kàer,
Enno kousk meur a Vreizhad taer!
Refrão
Mard eo bet trec'het Breizh er brezellioù bras,
He Yezh zo bepred ken bev ha bizkoazh.
He c'halon birvidik a lamm c'hoazh en he c'hreiz,
Dihunet out bremañ, ma Breizh!
A strong comment here is specific: the phrase you keep hearing, the mood you come back for, or the reason this song stays in rotation.
Sign in to post the first listener note. Reporting stays open to everyone.